Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
128
14 C’houevrer
sant raymond pennafort

gant aked en eul levr a bemp loden, talvoudek bras da gement hini a fell d’ezan anaout lezennou an lliz.

O vezan kouezet klanv, ar vedesined a c’hourc’hemennas d’ezan chench êr, hag e tizroas da Varselon. Eno, ne zaleas ket da vezan adarre ken barrek ha biskoaz da vont endro. Da varo Jourdan ar Sax, eil jeneral Urz sant Dominik, e oe hanvet da gemer e garg (1238). A-benn daou vla, e roas e zilez, abalamour d’ezan d’en em rei da gelenn ar Vorianed, evit o gonid d’ar le. En gwirione, ne gollas nag e amzer nag e boan, rak er bla 1256, e c’halle skrivan d’e jeneral e oa deut a benn da vadezi dek mil eus ar baganed-ze.

Ar c’hoant da zantelât e nesan ne rê ket da Raymond ankouât e tlee en em zantelât e-unan, da gentan. Abalamour da ze, seul-vui oa mat en kenver ar re-all, ha seul-vui oa kalet en e genver e-unan. War ar zun, ne gemere nemet eur pred bemde, hag en noz e skourjeze e gorf betek ar gwad. Ne bigne gwech ebet ouz an ôter, hep bezan kovesaet, arôk, betek ar re zisteran eus e vankou.

Lavaret a re alïes : « An deiou ma n’am eus ket gallet oferennan, a zo bet evidon deiou a ganv hag a c’hlac’har. »

Biskoaz den ne welas anat warnan e vije droug ennan. Biskoaz, kennebeut, ne c’houzanve an teodou fall en e gichen.

Hag arru mat e oa gant an holl.

Jemz kentan, roue Aragon, a zibabas anezan da vezan e govezour. Etreze o daou e savas tabut eun devez. Et e oant da enezen Balear ; ar zant a deuas da welet an evoa ar roue eur plac’h re ouz e heul ; pedi a reas anezan da bellât dioutan an danjer. Jemz a lavaras ya, ha ne reas netra. Raymond, pa welas kement-se, a lakas en e benn tec’hel e-kuz, hag e tiskennas en porz-mor Majork, da glask eul lestr da vont da Varselon. Mes ne gavas hini, rak ar roue an evoa difennet mat tremen anezan.

« Roue marvel an douar a zifenn mont war vor, eme Raymond ; gwelomp ha roue divarvel an nenv a zo a-du gantan.» Hag hen hag astenn e vantel war an dour, kregi en eur c’horn anezi, hag e stagan ouz e vaz, evel eur oual ouz eur wern, ha dao en hent !

C’houec’h heur goude e oa en Barselon, grêt gantan ter leo ha hanter-kant en e vag a c’hiz neve.

Eur bern tud a oe test eus ar burzud-ze, a reas da eleiz a bec’herien dizrei ouz Doue, ha da Jemz, dreist-oll, tec’hel diouz ar pec’hed ha diouz ar pez fall hen douge da bec’hi. Raymond a varvas en e naontekvet blavez ha pevar-ugent, de ouel ar Rouaned, 1275.