Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/126

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
126
13 C’houevrer
sant sirill

Mari en Ephes, d’an 23 a vezeven 431, a gondaonas ar greden neve, hag a embannas e oa Jezuz-Krist Doue, kerkent ha ma oa den, hag e oa eta ar Werc’hez, en gwirione, Mamm da Zoue, p’eo gwir he devoa laket er bed eur Mab hag a oa Doue. Abarde oa, pa oe douget ar varnedigez-ze ; mes dal ma oe klevet, youc’hadennou skiltrus ha laouen a strinkas eus kalonou Epheziz : «Gloar da Zoue ha d’e Vamm, ar Werc’hez ! Enor d’an eskibien o deus diskaret enebour an Otrou Krist ! »

Ha pa deuas an eskibien er-mêz eus an iliz, an dud, a vil-vern, goleier gante, o diambrougas betek o lojeiz. An tier a oa sklerijennet, an itronezed kristen a zêve c’houez vat, en listri arc’hant, dre ar ruiou.

Jezuz-Krist, an den-Doue, bet grêt dismeganz warnan, a ziskoueze e c’hloar en noz santel-ze. Mes Nestorius ne blegas ket.

Torret e oe eus e garg. An impalaer Theodoz a reas dêvi e skridou hag e zerri en eur manati. Ac’hane ec’h eas da vervel en eur vro goue !

Sirill, difennour an Iliz, a varvas, an enor war e hano ; hag ar zantelez en e ene, d’an 28 a viz genver 445.

————


KENTEL


An ourgouilh


An ourgouilh a zo eur garante direiz an eus an den evitan e-unan. Eur c’hlenved eo hag a ra d’an den kouezan er follente, rak n’eus ket a dud ken foll evel ar re a ’n em vag gant avel ha moged.

Kouezan rer en ourgouilh, en meur a zoare : o vezan re stag ouz an doare da welet an unan ; o kaout re a fizianz en hon nerz, en hon galloud hag en hon gouiziegez hon unan ; o vezan dalc’h-mat o ’n em veuli ; o kaout mez o c’houlenn ali eun all ; o ’n em ziskouez santeloc’h ha barrekoc’h eget ne ver en gwirione.

« Tud a zo, eme sant Fransez a Zal, hag a ve lorc’h enne abalamour m’emaint war eur marc’h brao, abalamour m’o deus eur bluen ouz o zog, abalamour m’int gwisket kaer ; re-all, abalamour m’o deus baro a c’hallont da rodellan, ha bleo a c’hallont da roudennan ; re-all, abalamour ma ouzont dansal, c’hoari ha kanan ; re-all, war digare m’o deus eun tamm deskadurez, a fell d’eze bezan enoret ha doujet gant an holl ; re-all a denn lorc’h eus o gened hag a gred eo dleet da zellou an holl paran warne. »

Kement se zo follente, « rak, eme sant Pol, petra ho peus ha n’ho pefe ket bet, ha ma ho peus-han bet, perak tennan gloar anezan ? »

An dud ourgouilhus a ra rukun da Zoue hag a zo kasaet gant o nesan. Pa gouezont, e kouezont ken izel m’o deve mil boan o sevel.

Diskennomp en hon c’honsianz ; gwelomp penôs eman an treo ganimp, hag anavezomp evit mat pegen gwir eo lavar Mikêl an Nobletz :


Gloar an douar n’an eo netra.
Nemet tremen ebiou ne ra.