youc’haden skiltrus a dregarnas : « An tân en iliz ! An tân en iliz ! » Ar gristenien, o klevet eun hevelep kelou, a redas ; mes pôtred an emglev a oa en em guzet er ruzelennou tenvalan hag enkan eus kêr, ha kement hini ne zouge ket ar bizaou kroc’hen palmez a veze mouget, pa goueze etre o daouarn. Da c’houlou-de, e oa eur skrij gwelet an darvoud digouezet epad an noz. Ne zalejor ket da anaout ar re o devoa grêt an tôl, hag ar gristenien, d’o zro, a zailhas war ar judevien, a lazas meur a hini, ha Sirill a harluas ar re-all.
An Novasianed, heretiked hag a oa kalz re striz en kenver ar bec’herien, a rê muioc’h a zroug c’hoaz d’ar gristenien, dre o geier, evit ar judevien, dre o lazerez. Sirill a reas kemer o listri sakr ha serri o ilizou. Orest, gouarner Alexandri, a gredas e rê an eskob re e vestr en kêr, hag a gasas klemm d’an impalaer en e eneb.
Sirill a skrivas d’e dro, hag en Konstantinopl e oe kavet mat e oberou. Prest goude, eur baganez, brudet dre he gouiziegez, Hypatia he hano, tamallet da viret ouz Orest d’en em glevêt gant Sirill, a oe lazet gant ar gristenien. Ar bec’h a oe laket, en e bez, war diskoa an eskob ; mes en Konstantinopl, an impalaer Theodoz hen c’havas didamall adarre.
En bla 430, e tigoras eur stourmad a badas daou vla, hag a lakas war e hano eul lufr ha na gollo biken. Eur prezeger kaer hag eun den lorc’hus, e hano Nestorius, a oa neuze eskob en Konstantinopl. Fazian a reas en e gelennadurez, o lavaret ne oa Jezuz-Krist, pa oe laket er bed gant ar Werc’hez Vari, nemet eun den, a renas avat, eur vue ken dispar, ma teuas, abalamour da ze, Mab Doue da chom ennan.
Herve Nestorius, an Itron-Varia, Mamm d’an den m’eo ar C’hrist, n’eo eta, en doare ebet, Mamm da Zoue.
Sirill, pa glevas kemend-all, a skrivas da eskob Konstantinopl da ziskouez d’ezan e fazi ha da glask e c’honid dre gaer.
Mes Nestorius ne blegas ket.
Eskob Alexandri a gasas an afer da Rom, hag ar pab a gondaonas kelennadurez eskob Konstantinopl.
Mes Nestorius ne blegas ket.
Neuze, an holl eskibien a oe digemennet d’eze ’n em vodan en Ephes, da varn, dirak an nenv hag an douar, ar greden neve an evoa c’hoant eskob Konstantinopl da digas en Iliz.
Triouec’h ha nao-ugent eskob dastumet en iliz Santez--