Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/124

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
124
12 C’houevrer
santez janned de valois


Ar pabed o deus embannet al lezen ze, ha netra n’hallo dont a benn d’o lakât da rei dispanz diouti da zen. Herri VI, roue Bro-Zôz, a zo en em zistaget diouz an Iliz, ha distaget e rouantelez, d’e heul, mes n’an eus ket bet eus a Rom an dispanz a c’houlenne. Prinsed an Alamagn a zo en em zistaget diouz an Iliz ha distaget o c’henvroïz, d’o heul, mes n’o deus ket bet eus a Rom an dispanz a c’houlennent. An dispanz-ze n’eo ket bet roët biskoaz, na ne vo roët birviken.

IV. Ar skiant-vat a gondaon an divors, rak an divors a zismantr ar familhou. War digare ober vad da unan, n’haller ket ober droug d’an holl.

V. Ar skiant-prenan a gondaon an divors, rak digeri ra, en Bro-Frans, eur gouli euzus, ha, ma ne ve ket stanket hepdale, a gaso anezi betek ar maro.

An Iliz eta ne dorro, na ne dorras dimezi ebet biskoaz. Mes a-wechou, e lec’h ma zo dimezi, da welet, n’eus dimezi ebet, da c’houzout, pe abalamour ar re a zo êt an eil gant egile a oa dic’halloud, pe abalamour m’oant kerent, pe abalamour m’oant eureujet a-grenn en despet d’e. Setu petra c’hoarvezas gant Loeiz XII ha Janned de Valois. Ar pab n’en deus ket torret o friedelez ; embann an eus grêt hepken, goude enklask, ne oa bet priedelez ebet etreze biskoaz.




Trizekvet devez a viz C’houevrer


SANT SIRILL
Eskob Alexandri ha Doktor eus an Iliz (***-445)



Sant Sirill a oa niz da Deophil, eskob Alexandri, hag a oe savet ha skolaet dindan daoulagad e eontr. Pa varvas, er bla 412, e oe hanvet da vont en e blas. Epad an daou vla ha tregont ma oe eskob, Sirill an evoe gwalc’h e galon da c’houzanv, ha dalc’h-mat da stourm. Pa veze deut a benn da rei lamm d’eur rumm enebourien, eur rumm-all a zave en e eneb, kerkent.

Da gentan, judevien Alexandri, o welet e vihanae bemde o niver hag e kreske hini ar gristenien, a yeas en kounnar eneb ar re-man ; o gwaskan rent, bep gwech ma kavent an tu.

Sirill o fedas da lezel e dud en peuc’h, mes elec’h terri d’e, e gomzou na rejont nemet o lakat da gounnari gwasoc’h-gwaz, ha, dre zindan, en em glevjont da lazan holl gristenien kêr. Evit en em anaout, o devoa kemeret, da verk, eur bizaou kroc’hen palmez. Eun nozvez eta, eur