Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
116
9 C’houevrer
sant tit

mene dirak an templ savet dre urz an impalaer, gant ar gouarner Sekondus, en enor da Jupiter, unan eus brasan doueou ar baganed koz gwechall. Teuler a reas e valloz war an ti-ze, ha kerkent e kouezas en e boull.

O welet kemend-all, ar gouarner a deuas da gaout ar zant, hag a bedas anezan da viret ne c’helljed tamall d’ezan ar c’holl-ze dirak an impalaer. Tit a c’hourc’hemennas d’ezan sevel anezan a neve, en hano Doue ar gristenien, ar pez a oe grêt hep poan ebet. Pa oe achu, Sekondus hag e vab a c’houlennas bezan badezet. Sant Tit a varvas d’an oad a bevarzek vla ha pevar-ugent, goude bezan gouarnet e iliz gant furnez, ha kaset sklerijen ar fe en enezen Kret hag er re-all tro-war-dro. E relegou zo breman en iliz Sant-Mark, en Venis.

————


KENTEL


Piou zo galvet da vont da veleg ?


Iliz Jezuz he deus ezom beleien neve, rak ar re a zo, falc’h an ankou a deu d’o diskar abred, an eil goude egile, war o zachen.

I. Piou a dle kemer preder da rei danve beleien d’an Iliz ?

— Beleien ar parouziou hag ar gerent kristen.

II. An tadou hag ar mammou, daoust hag i a c’hall trei o bugale war ar velegiach ?

— Ya ! hep mar ebet, rak an testeni brasan a garante a c’hallont da rei d’an Otrou Doue, eo kinnig hini pe hini eus o bugale, hag a vezo d’ezan korf hag ene.

III. Piou a dleer lakat war an hent da vont da veleg ?

— Ar vugale yac’han a gorf, lemman a spered ha gwellan a galon, hag a ziskoue o-unan kaout c’hoant da gerzet warnan.

IV. Daoust ha ne dleer ket sellet, arôk ober an dibab, ouz ar renk hag ouz an danve ?

— Nan, an Iliz ne zell ket ouz ar pez a zo en diavêz d’an den, ha pa gav bugale baour hag a zo diouz he doare, ne oufed ket ober kaeroc’h aluzen evit rei dorn d’ezi da lakat aneze d’ober o studi.

V. Etre ar re o deve grêt o studi, piou a c’hall mont da veleg ?

— Kement hini a zo kavet mat gant an Otrou ’n eskob ha galvet gantan d’an urziou sakr.

VI. Piou a ve galvet gant an Otrou ’n eskob d’an urziou sakr ?

— Ar gloareged gouiziek ha vertuzus hag a fell d’eze labourat, epad o bue, evit gloar Doue ha silvidigez an eneou.

VII. Ha n’eo ket talvoudek meurbed pedi evit ar re a zo war an hent da vont da veleien ?

— Eo, rak ar veleien santel ha gouiziek, hepken, eo a ra silvidigez ar broiou.