Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/115

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
9 C’houevrer
115
sant tit


Navet devez a viz C’houevrer


SANT TIT
Eskob Kret



Dek vla ’oa e oa sant Pol o prezek Aviel en broiou ar baganed, pa dremenas dre gêr Derbe, er bla 54. Eun den yaouank ac’hane, e hano Tit, a c’hoantaas mont d’e heul, da rei d’ezan an dorn da gas dre ar bed relijion Jezuz-Krist.

Sant Pol hen c’hemeras hag hen karas evel e vab. Dre e lizeriou e weler pegement e talc’he d’ezan :

« Doue, eme an abostol bras, en eul lizer da gristenien Korinth, Doue hag a laouenna an dud dister hag an dud ankeniet, an eus laouennaet ac’hanomp, o lakat Tit da zont davedomp. »

Eun devez ma oa en gortoz da gât e ziskib en kêr Troa, ec’h anzav ne oa ket êzet e spered, dre n’evoa ket e gavet eno. Er bla 56, Pol hag a oa en Ephes, daou vla ’ oa, a gasas Tit da Gorinth, da lakat ar peuc’h etre kristenien ar gêr-ze. Dont a reas brao a benn eus e dôl. Sant Pol, oc’h anaout gouiziegez ha santelez e ziskib, a lakas anezan da eskob en enezen Kret, e vro, ha, hep mar ebet, Tit a reas evit ar gwellan ’barz ar garg fiziet ennan.

Mes doktor ar baganed, ha ne oa ket evit tremen hephan, a skrivas d’ezan eul lizer, a zo deut betek d’imp, d’e bedi da vont d’e gaout da Nikopolis, elec’h ma tlee tremen ar goanv, kerkent ha ma vije en em gavet en Kret an daou a gase d’e eilan.

Pa oe merzeriet an abostol bras en Rom, dre urz an impalaer Neron, Tit a zizroas d’e enezen hag a lakas e holl breder d’he gonid holl da Jezuz-Krist. Lakat a rê sklerijen ar fe da baran war an dudigou kez a oa azezet endro d’ezan, en tenvalijen euzus ar gaou. Eun devez ma oa o prezek, paganed a enebas outan. Ar zant a reas eur beden da Zoue, ha kerkent, skeuden Diana, doueez vras an dud-ze, a gouezas anezi hec’h-unan a hed he c’horf d’an douar, bruzunet en mil damm.

O welet eun hevelep burzud, pemp kant den bennak a c’houlennas raktal ar vadeziant. Eun devez-all, Tit a dre-