Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
6 C’houevrer
107
sant gweltas

Sant Gweltas
Sant Gweltas
C’houec’hvet devez a viz C’hwerver


Sant Gweltas
Abad (493-570)



Gweltas, ar yaouankan a c’houec’h a vugale, a c’hanas en Arcluyd, er bla 493. Mab a oa da Gaunus, roue Bretoned ar Strad-Cluyd. E dad a oa kristen hag a gasas anezan abred da Vro-Geumri, d’ar skol gant sant Iltud.

Pevar eus ar re a reas anaoudegez gante eno a deuas da vezan eskibien divezatoc’h : Divi, Leonor, Pol ha Samson.

En Lanildud, Gweltas a ’n em dôlas d’ar studi a dro vat. E c’hoant a oa deski ha rannan e zeskadurez endro d’ezan. Da bemzek vla, e kimiadas diouz e vestr karet hag e vignoned vat hag ec’h eas da skoliou vrasan Bro-C’hall, evit parfetât e studi gant mestrou ha gant doktored eus ar re gentan. Evel ar gwenan e rê. Mont a rê du-man, du-ze, da gutuilh pez a vad a gave war e hent, evit ober gante eun tensor a zeskadurez hag a furnez.

Seiz vla e chômas en Bro-C’hall. Neuze e tizroas d’e vro, ha kerkent, e tiredas eleiz a dud yaouank d’ar skol davetan.

Beleget e oe da bemp bla warn-ugent. En e brezegennou leun a dan, e reas neuze eur brezel didrue d’an holl siou fall a wele endro d’ezan ; lakat a rê, zoken, ar rouaned da grenan.

Er Strad-Cluyd, kristenet gant sant Finnian, oa bet grêt droug d’ar relijion gant ar Zôzon digristen. Gweltas a zavas a neve ar pez a oa dismantret, hag a c’honezas, zoken, eleiz a baganed da Jezuz-Krist. War galv santez Berc’hed, abadez Kildare, e treuzas ar mor da vont d’an Iverzon. Eno ive, abaoue m’oa maro sant Patrik, ar relijion a yee fall an treo ganti. Gweltas, kentan tra a reas, a oe sevel eur skol-veur en Armagh, hag ac’hane e ziskibien a yeas dre ar vro, hag a lakas ar gelennadurez kristen da vleunian ha da zougen frouez evit ar baradoz.