Mont d’an endalc’had

Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
5 C’houevrer
santez agatha

beb an amzer. Kataniz a bed Agatha, pa deu an darvoud-ze d’o spontan, ha biskoaz n’eus bet c’hoarvezet droug bras gante.

En de-man e rêr c’hoaz gouel sant Merin, ermit, deut da Vreiz-Izel eus Bro-Skos, e kerz ar VIIet kantved. Bean eo patron parouz Lanvilin, elec’h ma ve grêt e bardon an trede sul goude Pask.

————


KENTEL


Doue a vir ar bed


Eun Doue zo ; anez ze, ne vije netra eus ar pez a zo. Ar bed eo labour e zorn, ha herve al lezennou savet gantan eo e kendalc’h da vont endro. Doue a zalc’h ar bed en e zav, hag a dôl evez war e holl grouadurien, war ar re vihanan, kouls ha war ar re vrasan. Netra n’en em gav, nemet dre ma fell d’ezan, pe dre ma lez ober.

Ar grouadurien divue, evel an heol, ar stered, an douar, ar mor, hag ar grouadurien buezek dispered, evel lapoused an nenv, pesked ar mor, loened ha plant an douar, n’o deus nemet eun dra d’ober hag a reont dalc’h-mat : senti ouz o C’hrouer.

An den, roue ar grouadurien, a zo loskoc’h ar c’habestr war e ziskoa ; senti a c’hall, pe chom heb ober, evel a gar. Doue ne fell ket d’ezan e welet o pec’hi, mes Doue, kennebeut, ne vir ket outan d’hen ober, ma ’n eus c’hoant awalc’h, abalamour ma oar tennan talvoudegez eus an droug-ze, a ro tu d’ezan da lakat e drugare hag e justis da skedi muioch-mui.

Koulskoude, e c’hoarve, beb an amzer, gwall-dôliou skrijus, war vor ha war zouar, dre an avel, dre ar c’hurunou, dre ar vosen, dre ar gernez, dre ar brezel, dre ar c’hren-douar. Daoust ha ne oa ket dleet da Zoue, en e vadelez, miret oute da zigouezout ?

Nan. « Ar vadelez hag ar justis, eme Bossuet, eo divrec’h an Otrou Doue, mes ar vadelez eo e vrec’h deou ». Er bed-man, Doue zo, dreist-oll, madelezus, hag an tôliou skrijus-ze, fellout a ra d’ezan o gwelet o ’n em gaout, beb an amzer, evit ma rofont da anaout, dre an droug a reont d’ar c’horfou, an droug a ra ive d’an eneou avel en ifern, tân ar gwall dechou, bosen ar pec’hed, ar c’holl a Zoue, ar brezel d’ar fe, hag an dismantr eus an urz vat.

An darvoudou skrijus-ze, Doue a fell d’ezan gwelet aneze o ’n em gaout, beb an amzer, evit lakat an dud da zont enne o-unan, da anaout n’emaint war an douar-man nemet en eur dremen, ha n’eus nemet eun dra red evite : bale war hent striz ar zantelez.

An darvoudou skrijus-ze na skoont nemet ar broiou hag an dud a fell da Zoue o skei. Na reomp eta netra evit o jachan warnomp ; pedomp an Holl-C’halloudeg, avat, dre e êle hag e zent « da bellât diouzimp kement tra a c’hall ober gaou ouzimp, ha da rei d’imp kement a c’hall ober vad[1] »



  1. remus ar 7et sul goude ar Pantekost.