Pajenn:Perrot - Bue ar Zent.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
5 C’houevrer
105
santez agatha

gristen da ziframman eus kalon ar plac’h yaouank-se ! Kinniget am eus d’ezi ar skedusan braoigou, an dilhajou kaeran, an arrebeuri, ar meublaj gwellan, an tier savet ar weskan, eur bern mevelien ha plac’hed a beb oad, ha n’he deus ket grêt muioc’h a van ouz an holl dreo-ze evit ouz an douar m’eman warnan o vale ! »

Kensian, droug ennan, a reas he digas dirak e lez-varn :

— Eus pe renk out ? emezan.

— Eus an noblanz vrasan a zo er vro ! emezi.

— Hag ec’h ez da ziskenn e-mesk ar gristenien ?

— Gwell eo bezan da zivezan, en renk ar gristenien, evit n’eo bezan da gentan, en renk an dud a lorc’h hag a zanve !

— Dizro war da giz, kinnig ezanz d’an doueou, anez ze eman ar maro war da zeuliou.

— Nan, eme ar verc’h kalonek, nan, biken !

Kaset e oe d’ar prizon.

An de war-lerc’h, ar gouarner a lakas he digas dirakan adarre.

— Ac’hanta, emezan, c’hoant a teus da viret da vue ?

— Ma bue, eme Agatha, eo ar C’hrist.

Kensian, en kounnar, a reas he skourjezan.

— Ar gwiniz, emezi, arôk hen dastum en arc’h, a renk bezan dornet ha distaget diouz ar plouz ; evelse ma ene, abarz ma vezo savet en baradoz an Otrou Doue, a renk bezan dispartiet diouz ma c’horf, dre zorn ma bourrevien.

Kensian, êt er-mêz anezan e-unan, a reas diframman unan eus he divronn.

— Pez kri ha didrue mac’h out, eme ar verzerez, ne teus ket a vez o lakat troc’han, en eur plac’h, ar pez a teus sunet ’n ez mamm !

En noz war-lerc’h, sant Per a ziskennas en he frizon hag a bareas he gouliou. Galvet adarre dirak ar gouarner, e talc’has da anzav Jezuz-Krist. Rodellet e oe neuze war darbodou lemm ha war ar glaou ru. E keit ze, eur c’hren-douar a deuas, a ziskaras eul loden eus ti Gensian, hag a zebelias, dindan ar mogeriou, daou eus e vrasan mignoned, Silvan ha Ealkonius. Kensian, kroget aon ennan, a reas kas Agatha, hanter-varo, d’he frizon.

Eno e reas ar beden-man :

« Otrou Doue, emezi, c’houi hag ho peus ma diwallet adalek ma bugaleach, c’houi hag ho peus miret ouz karante ar bed d’en em zilan em c’halon, hag ho peus grêt d’in bezan trec’h d’am bourrevien, digemeret breman ma ene ! »

Kêr Gatan n’eman ket pell diouz mene Etna, a dôl tân