War-dro ar bla 530, e tizroas da Vreiz-Veur da brezek. Eno neuze e skrivas al loden gentan eus e levr brudet « De excidio Britanniæ : Dismantr Breiz». Anez al levr-ze, eur c’hantved pen-da-ben eus bue hon gouen, ar bempvet, ne vije deut netra ebet anezan betek d’imp, kemend-all a zarvoudou bras ha skrijus a c’hoarvezas en e gerz.
War-dro ar blavez 540, e kuitaas Bro-Zôz, evit mat, dre urz an Otrou Doue. Treuzi a reas ar mor ha dont en Breiz-Izel. En enezen Houat, er Morbihan, ec’h eas da chom. Tremen a rê e amzer eno, pell diouz trouz ar bed, er studi hag er binijen. Ne rê nemet tri bred ar zun ; war an douar e kouske, eur men dindan e benn. An enezen-ze ne oa ket a dud o chom enni nemet eun nebeut pesketaerien. Gweltas a lake bemde lod pe lod eus e zevez d’ober skol d’eze ha da zeski d’eze o relijion. Ar re-man, pac’h eent da besketa, a gonte d’ar besketaerien-all pesort den a oa Gweltas ha pesort madelezou a rê d’an dud. War gement-se, e oe anaveet abred ebarz ar vro. Dont a reas kalz a dud da c’houlenn bean desket ha gouarnet gantan.
Kement a oa aneze ken ma renkas kuitât e enezen ha mont war an douar bras da glask eul lec’h da zevel eur manati d’o lojan. Kavet a reas ar pez a glaske en eur c’horn douar tost d’ar mor, a vije grêt Rhuys anezan. Eur skol ive a zavas eno hag a oe barr-leun a vugale en berr amzer.
Bean oa dija en Breiz manatiou savet tro-war-dro d’ezi, ’vel touriou-tan d’he sklerijenni. En Bro-Leon e oa manati Kastel ha hini Baz ; en Bro-Gerne, hini Landevennek ha hini Loktudy ; en Bro-Dreger, hini Landreger ; en Domnone, hini Sant-Brieg. Ne felle ken, evit peur-ober an dro, nemet unan en Bro-Gwened.
Pa welas e c’helle e abati neve mont endro hep-han, e fellas da Weltas tec’hel arôk ar vrud hag en em dennas en eur peniti distro, en koajou Kastembert. Eno e skrivas an eil loden eus e levr De Exidio Britanniæ, elec’h ma sko dizamant war ar pec’hejou a gase Breiz-Veur da goll, re ar bobl, re ar veleien ha re ar pennou kurunet.
Goude-ze, Gweltas a labouras en Bro-Gerne hag a zavas meur a vanati, war skouer hini Rhuys. Betek en Penmarc’h hag en Beg-ar-Raz, e chom c’hoaz, en hon amzer, ar roudou anezan.
Mar deo sant Pol, sant Tual ha sant Brieg ebestel Breiz-Izel en tu an hanter-noz, Gweltas eo hec’h abostol en tu ar c’hreiste.