Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
98
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


hep arvar. Deus. Mefistofelez, deus da gas din keloù drant a-berzh Lusifer. Ha n’eo ket c’hoazh hanternoz ?

Klevout a reer hanternoz o seniñ, Mefistofelez
a zeu tre.

Bremañ, ro din respont da vestr Lusifer.

MEFISTOFELEZ

Servijañ a rin Fostus keit ha ma vevo, ma fell dezhañ gwerzhañ e ene.

FOSTUS

Ha n’eo ket kollet va ene ?

MEFISTOFELEZ

E werzhañ a rankez a-zevri-kaer, dre ul lizher skrivet gant da wad. Setu aze gourc’hemenn Lusifer. Anez, ez an kuit.

FOSTUS

Chom, Mefistofelez. Met lavar din, pe vad a raio va ene d’az mestr ?

MEFISTOFELEZ

Kreskiñ e rouantelezh.

FOSTUS

Hag evit se hepken e tempt ac’hanomp ?

MEFISTOFELEZ

Da skañvaat hor poanioù e kollomp re all.

FOSTUS

Poanioù hoc’h eus eta ?