Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
97
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


gant an hent ac’h eus dibabet ! Perak termal ? Petra eo se, o kornal atav em diskouarn : « Lez an achantouriezh ha distro da Zoue ? » Ya, Fostus, da Zoue !... Penaos ?... Ne gar ket ac’hanout ! An Doue a servijez eo c’hoantegezh da galon. D’an Doue-se eo e savin un aoter hag un iliz, ha kinnig a rin dezhañ gwad bugale vihan.

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez.

AN AEL MAT

Fostus, dilez an arz milliget-se.

FOSTUS

Keuz d’ar pec’hed, pedennoù, pinijenn, petra eo nemet avel ?

AN AEL MAT

An avel az kaso, Fostus, d’ar Baradoz !

AN DROUGAEL

Sorc’hennoù, tresoù, huñvreoù nemetken, da zistrujañ skiant an dud a feiz !

AN AEL MAT

Fostus, soñj en Neñvoù, soñj en eürusted peurbadus !

AN DROUGAEL

Nann, Fostus, soñj en enorioù hag er binvidigezh!

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Pinvidigezh ! Rouantelezhioù ar bed a vo din, peogwir e vo Mefistofelez atav em c’hichen. Pe Zoue a c’hell ober droug. dit, Fostus ? Bez dispont. Bez