Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


VAKNER

Dont a ri, pe ne ri ket ?

AR FAROUELL

Met Vakner, klev ’ta...

VAKNER

Ho ! Ho ! Baliol ha Belc’her !

AR FAROUELL

Vakner, Vakner ! Lez Bano ha Porc’hell da vont da gousket !

VAKNER

Gra « Aotrou Vakner » ac’hanon, lakepod, ha ra chomo da lagad kleiz peget ouzh seul va zroad dehou, gant quasi vestigiis nostris insistere.

AR FAROUELL

Peseurt gregach a zeu gant hemañ ? N’eus forzh, bremañ e rankan bezañ e servijer.

Mont a reont kuit.


PEMPVET TAOLENN

Ar ouel o sevel a ziskouez Fostus en e gambr-studi.

FOSTUS

Bremañ, Fostus, daonet out, ha n’hellez mui bezañ salvet. Petra ’dalv dit neuze soñjal e Doue hag e traoù an Neñv ? A-walc’h, a-walc’h gant ar soñjezonoù-se, na reont nemet kreskiñ da zizesper ! E Belzebub hepken e rankez fiziout. War-raok eta