Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/95

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
95
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


lavaret goude ? « Ne welez ket hennezh gant e vlev fuilhet hag e varv hir ? Hennezh en deus lazhet un diaoul ! » Hag e vo graet « Lazh-Diaoul » ac’hanon dre ar barrez !

Daou ziaoul z zeu tre. Ar Farouell a red
a bep tu, spouronet.

VAKNER

Baliol ha Belc’her, — kit kuit diouzhtu !

An diaouled a ya kuit.

AR FAROUELL

Penaos ! Aet int kuit ? Ra ’z aint d’an Ifern ! Gwelet ec’h eus o ivinoù ? Bez’ e oa un diaoul hag un diaoulez. Me ’oar penaos o anaout : an diaouled o deus kerniel, hag an diaoulezed a zo karnoù givri dezho.

VAKNER

Ne vern, va faotr, deus ganin.

AR FAROUELL

Ma ’z an da vevel ganit, ha deskiñ a ri din penaos gervel Belc’hol ha Balier ?

VAKNER

Deskiñ a rin dit mont da n’eus forzh petra a giri : ki, kazh, logodenn pe razh.

AR FAROUELL

Ur C’hristen o vont da gi, da gazh pe da logodenn ! Nann, nann, me ’garfe mont da c’hwenenn, d’ur c’hwenenn vihan vihan. Neuze eo e lakafen tud a anavezan da zañsal !