Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
94
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
AR FAROUEL
Gwenneion ! Ha d’ober petra e roez din gwenneion ! N’int ket fall da gaout evelato ! (Lakaat a ra an arc'hant en e c’hodell).
VAKNER
Ha bremañ, en em werzhet ec’h eus d’an diaoul, hag a erruio d’az kerc’hat pa garo.
AR FAROUEL (o klask reiñ an arc’hant en-dro)
Ta, ta, ta ! Dal da wenneion en-dro. N’em eus ket ezhomm anezho ken.
VAKNER
N’o c’hemerin ket avat.
AR FAROUEL
Eo, kemer.
VAKNER
O lakaet ec’h eus ez kodell. Mir anezho !
AR FAROUEL
O zennet em eus eus va godell. Dal anezho !
VAKNER
Emaon o vont da c’hervel daou ziaoul d’az pakañ. He ! He ! Baliol ha Belc’her ! .
AR FAROUEL
N’em eus ket ezhomm eus Baliol ha n’em eus ket ezhomm eus Belc’her ! Ma teuont amañ e welint pezh n’o deus gwelet biskoazh abaoe ma ’z int diaouled. Ha ma lazhfen unan anezho, petra ’vo