Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/99

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
99
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


MEFISTOFELEZ

Poanioù brasoc’h, Fostus, eget ma c’hellfes kompren ! Met lavar din, ne werzhi ket da ene ? Ne vin ket da vevel, da sklav, da reiñ dit kement a c’hellez c’hoantaat, ha muioc’h ?

FOSTUS

Eo, Mefistofelez, kemer va ene.

MEFISTOFELEZ

Neuze, Fostus, toull da vrec’h hep spont, da ouestlañ da Satan, d’an deiz merket, da ene. Hag e vi ken bras ha va mestr (a-gostez) evit ur pennad !

FOSTUS (o sankañ ur gontell en e vrec’h)

Sell, Mefistofelez, dre garantez evidout, gloazañ a ran, va brec’h, ha gant va gwad e ouestlan va ene da Lusifer, mestr ha rener an noz peurbadus ! Sell ! Emañ ar gwad o redek !

MEFISTOFELEZ

N’eo ket a-walc’h. Bremañ e rankez skrivañ.

FOSTUS

Hag a rin. (O skrivañ). Met, Mefistofelez, sonnañ a ra ar gwad, ha ne c’hellan ken skrivañ.

MEFISTOFELEZ

Gortoz. Ez an da gerc’hat dit tan d’e deuziñ en-dro.

Mefistofelez a ya kuit.

FOSTUS

Perak e sonn va gwad ? Nac’h a ra, moarvat,