En Ifern.
Perak eta out deut er-maez eus an Ifern ?
E kement lec’h ma ’z an, emaon en Ifern. O siwazh din, me hag a welas dremm Doue, me hag a anavezas levenez an Neñv, bezañ rannet diouzh ar weledigezh-se, diframmet diouzh al levenez-se da viken ha da viken ! An dra-se nemetken eo an Ifern ! O, Fostus, arabat dit kenderc’hel gant ar goulennoù-se, a laka va ene paour da skrijañ gant ar spont !
Penaos ! Mefistofelez bras a zo kement a geuz dezhañ da vezañ kollet ar Baradoz ? Sell ouzhin. N’on nemet un den, ha koulskoude, fae a ran war al levenez-se na dañvai mui biken. Kae da gemenn d’az mestr Lusifer ez on laouen da vervel hep anaout morse rouantelezh ar re eürus. Lavar dezhañ e taskoran dezhañ va holl ene. Ha ne c’houlennan en eskemm nemet un dra : kaout amañ, war an douar, pevar bloaz warn-ugent da vevañ er binvidigezh hag er blijadur. E-pad an amzer-se ra vezi atav em c’hichen, da reiñ din kement a c’houlennin, da ziskuliañ din kement tra am bo c’hoant da c’houzout, da wallgas va enebourion, da harpañ va mignoned, ha da vezañ bepred sentus pa gomzin. Kae kuit, kae da gaout da vestr Lusifer, ha deus en-dro amañ da hanternoz da zegas din ar respont.
Mont a ran, Fostus.
Mefistofelez a ya kuit.