Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
90
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


FOSTUS

Kement-se am eus graet. N’eus mui evidon mestr ebet nemet Satan. Dezhañ ec’h en em roan, korf hag ene. N’em eus ket aon da vezañ daonet. An Ifern evidon eo ar Baradoz. Lezomp, avat, ar gaoz-se, ha lavar din piv eo Lusifer.

MEFISTOFELEZ

Mestr bras ha rener meur an holl arc’houereed.

FOSTUS

Hag eñ ne oa ket un ael gwechall ?

MEFISTOFELEZ

Eo, Fostus, ael muiañ-karet an Aotrou Doue.

FOSTUS

Penaos eta eo deut da vezañ Priñs an diaouled ?

MEFISTOFELEZ

Al lorc’h eo a reas dezhañ koll e sked, ha bezañ stlapet gant Doue eus al lec’h uhelañ en Neñv betek goueled an Ifern.

FOSTUS

Piv eo ar re a vev gant Lusifer ?

MEFISTOFELEZ

Arc’houereed kaezh, hag a gouezhas gantañ, en em vodas gantañ a-enep Doue, o C’hrouer. Gant Lusifer omp daonet da viken.

FOSTUS

Pelec’h emaoc’h daonet ?