Ha pa ’m befe kement a eneoù ha ma ’z eus a stered, o reiñ a rafen holl evit Mefistofelez. Drezañ e vin brasañ impalaer ar bed. Mistri ar vro-mañ ne vint mistri ken nemet ma plij din. Bremañ m’ em eus tapet ar pezh a c’hoantaen, n’em eus mui netra d’ober nemet kemer va flijadur.
Ar ouel a gouezh.
Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel. Vakner hag ar Farouell a zeu tre.
Deus amañ, ’ta, paotrig !
Paotrig ! Paotrig ! Gwelet ec’h eus kalz a baotredigoù, dezho ur pezh barv e-giz va hini ?... Paotrig !
Lavar din, penn koad ma ’z out, kalz a beadra zo ganit ?
Ya da ! Peadra da vervel gant an naon !
Paour kaezh klasker-bara ! Hag e kav tro da c’hoarzhin gant e baourentez ! N’en deus ket un tamm dilhad dereat war e gein, ha ken goullo eo e gof ma werzhfe e ene d’an diaoul evit un tamm kig-dañvad kriz.