Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/83

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
83
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


Seniñ a ra ur c’hloc’hig ha Vakner a zeu tre.

Vakner, kae da gaout va mignoned vat, Valdes ha Kornelius. Gra dezho va gourc’hemennoù ha lavar dezho dont amañ.

VAKNER

Mont a ran, aotrou.

Vakner a ya kuit.

FOSTUS

Perak e kollfen va amzer o studiañ re ? Komz gant ar re-se a vo buanoc’h graet.

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez,
unan a bep tu d’al leurenn.

AN AEL MAT

O Fostus, serr al levr daonet-se. Na sell ket outañ : koll a ray da ene ! Me a wel war da benn kounnar an Aotrou Doue ! Lenn ar Skriturioù !

AN DROUGAEL

Kendalc’h, Fostus, gant an arz brudet-se, a roio dit holl deñzorioù ar bed. Bez war an douar evel Egile en Neñv, ar mestr hag ar rener n’eus nemetañ !

An Aelez a ya kuit.

FOSTUS

Prest on da darzhañ gant ar fouge ! Kas a rin an erevent da gerc’hat kement tra a blijo din, da ziskoulmañ kement kudenn, da ober kement kefridi a garin ! Nijal a raint da vro Indez da glask aour, furchal a raint ar mor da gaout perlez,