kêriadoù a-bezh diouzh ar vosenn, pareet ouzhpenn
mil kleñved diremed !... Ha koulskoude, ne dout
nemet Fostus : un den ! Ma c’hellfes c’hoazh mirout
ouzh an dud da vervel, pe o lakaat da zont bev
pa ’z int marvet, neuze e talvezfe ar boan. Kenavo,
medisinerezh !... Pelec’h emañ Justinian? (O kregiñ
en ul levr hag o lenn.) « Si una eademque res
legatur duobus, alter rem, alter valorem, rei... »!
Ma !... Ma !... Ma !... « Exhereditare filium non
potest pater, nisi...» N’eus mann el lezenn nemet
seurt traoù ! Kement-se a zo mat evit un den a
netra, izel e galon ha dister e spered. Evit traoù
uheloc’h out graet, Fostus... Setu amañ Bibl Sant
Jerom. Sellomp mat. (O tigeriñ ar Vibl). « Stipendium
peccati mors est. » Ar marv eo gopr ar pec’hed !
Kalet e kavan an dra-se. « Si peccasse negamus,
fallimur, et nulla est in nobis veritas. » Ma lavaromp
n’eus ket a bec’hed ennomp, omp faziet, ha n’eus
ket ennomp a wirionez ! Neuze e rankomp pec’hiñ,
moarvat, ha mervel... Ya, mervel a rankomp da vat
ha da viken ! Kement a rank bezañ, a vezo !
Kenavo dit, doueoniezh ! (O kemer ur bern levrioù
all). Al levrioù-mañ, avat, a zo kaer : troioù an
divinourion hag an achantourion ! (O sellout outo).
Linennoù, kelc’hioù, arouezioù, lizherennoù ! Ya, ar
re-mañ eo a garan. O, nag a c’hounid, nag a blijadur,
nag a c’halloud, a enorioù, a binvidigezh, evit an
neb a lakay e boan d’o studiañ ! Kement tra ’zo
dindan an oabl a vezo din ! Roueed, impalaerion,
ar re-se ne senter outo nemet en ur c’hanton ! N’int
ket evit lakaat an avel da sevel nag evit fregañ ar
c’houmoul. An neb, avat, a zo ampart war ar
skiant-mañ, a zo e rouantelezh ken divent ha
spered mab-den. Un achantour bras a zo evel un
doue ! War al levrioù-mañ, Fostus, e talv dit skuizhañ
da empenn !
Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/82
Neuz
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
82
FOSTUS AN DOKTOR DAONET