Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/81

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


LODENN GENTAÑ
————
KENTAÑ TAOLENN

Pa sav ar ouel, e weler Fostus azezet en e gambr-studi, e-unan-penn, dirak un daol karget a levrioù. Mintin abred eo. Teñval eo ar gambr, sklerijennet hepken gant ur gantol war enaou e-kichen Fostus. Tamm-ha-tamm avat, dre ma sav an heol, e sklaera al leurenn.

FOSTUS

Poent eo dit, Fostus, teurel ur sell ouzh kement tra ac’h eus desket ez puhez. Un den gouiziek out, brudet dre-holl evit da furnez. Doktor Fostus ! Doktor Fostus ! Paouez un tammig, mar plij. Ha lavar din : da betra e talv kement se ? (O kregiñ en ul levr). Setu amañ da vignon kozh, Aristoteles ! Devezhioù kaer hon eus tremenet a-gevret, hon-daou, gwechall. (O treiñ ar pajennoù). « Bene disserere est finis logices »... Penaos ! Tabutal mat eo ar vrasañ skiant ! Ur burzhud brav, e gwir ! A-walc’h ! A-walc’h ! Te ’oar tabutal gwelloc’h eget den ! Kenavo dit, Aristoteles ! (O serriñ al levr hag o kregiñ en ul levr all). Deus, Galen ! « Ubi desinit philosophus, ibi incipit medicus. » Ra vi medisin, Fostus ! Arc’hant e-leizh a ya gant ar vedisined. « Summum bonum medicinæ sanitas. » Yec’hed ar c’horf eo pal ar medisinerezh ! Ha goude ? Ar pal-se ac’h eus tizhet pell ’zo ! Selaouet out dre-holl e-giz Ur profed ! Da skridoù a vez miret gant ar glañvourion evel teñzorioù ! Saveteet eo bet ganit