redek a raint ar broioù pell da zastum frouezh
c’hwek ha bouedoù sasun. Ober a rin dezho diskuliañ
din traoù kuzh, displegañ din menozioù va
enebourion. Lakaat a rin ar menezioù da vale, hag
ar stêrioù da gantren a bep tu. Soudarded am bezo,
hag a sento ouzhin. Anvet e vin da roue war ar
vro-mañ. Ijinoù-brezel souezhus a vo savet din gant
an arc’houereed vibin, va mevelion.
Valdes ha Kornelius a zeu tre.
Deuit, Valdes, ha c’hwi, Kornelius, va mignoned. Deuit da reiñ din ho kuzulioù fur. A-benn ar fin on deut da grediñ eveldoc’h : netra war an douar ne dalv ar skiantoù kuzh. Un achantour a fell din bezañ ivez. Ar filozofiezh a zo kasaus ha teñval. Al lezenn hag ar medisinerezh a zo graet evit tud dister. Hag an doueoniezh a zo c’hoazh gwashoc’h : kalet, displed ha divalav. An achantouriezh hepken a blij bremañ d’am c’halon. Evel-se, va mignoned, sikourit ac’hanon. Ha me, hag a zo enoret dre-holl dija evit va furnez ha va gouiziegezh, a vezo dizale ken brudet hag Agrippa, ar sorser bras, a veze doujet e skeud dre Europa a-bezh.
Fostus, al levrioù-mañ, da spered, hor skiant-prenañ, a lakay buan pep bro da blegañ dirazomp. An holl erevent a zo en aer, en douar, en dour, en tan, a vo sklaved dimp, gwech e stumm loened ferv d’hon diwall, gwech e stumm soudarded ha gwech e stumm ramzed. Gwech ivez e stumm merc’hed, plac’hed koant, kaeroc’h eget rouanez ar garantez. Strolladoù bras a vagoù a vo dimp, da zegas dimp aour ha mein prizius a-vern. Un dra hepken a zo ret dit : chom start, kenderc’hel atav gant da hent.