Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
72
AN DAKENN DOUR


nezh a oa mat!... Ma ’c’h afen c’hoazh da glakañ ur bannac’h all ! Diwallomp !... erru eo ar vaouez ! (ar gelaouenn en e zorn, mont a ra Gwüho en e goazez war ur gador. Kato a zeu e-barzh dre an nor dehou ; kerkent ha ma wel he den, e kemer leizh he genou, a zour diouzh ar vured). ’C’hanta, Kato gaezh, torret eo dit ?... Aon am boa e rankjen mont da gerc’hat ar medisin pe ar person war da dro... Met peoc’h war pezh a zo tremenet... Anzav a ran ec’h oan diwezhat o tont d’ar gêr ; ur wech an amzer, ’vel just, e talv ar boan krozal din, n’on ket ur Sant, pell ac’hane, hogen te n’out ket ur santez ivez !... N’eo ket gwir ?... Hola ’vat, gwall goeñvet eo da zivjod !... Poan dent ac’h eus ?... (mont a ra en e sav, droug ennañ) Setu amañ un houadez !... Kaer am eus en em izelaat dirazi, bepred ne lavar ket ur ger !... Daonet e vo kroc’hen va c’hazh ! n’in ket da ’n em, stlabeziñ dirazi war va daoulin da c’houlenn pardon, nann, ma karan !... Kato, kavet em eus an tamm plaisenn az poa miret evidon, trugarez dit... (goude ur pennadig) Ahañ ! evel-se emañ ar bed ganit... Selaou ’ta, va flac’h, mat e oa ar c’hrampouezh, ha n’em eus ket laosket unan evidout... hag an ili-dant ne oa ket blazet fall ivez ! Petra, ne lavarez ger c’hoazh ?... Klañv out ’ta, Kato, ha klañv- moñs, peogwir e c’hellan anzav va fec’hedou, hep klevout diganit pet eur eo... Alo, Kato, alo ’ta, n’az poa ket ezhomm da gaout aon, me n’on ket un den fall, ur Ravachol bennak... Goùt a rez a-walc’h, kaer am boe blejal pe skeiñ war an daol, biskoazh n’em eus savet va dorn warnout... N’eo ket me, moarvat, troc’her-moc’h Langoad... Selaou ’ta, Kato, dek vloaz ec’h omp dimezet, hag eizh vloaz bennak n’am eus ket poket dit. ’C’hanta, evit va finijenn, setu amañ ur mañig... Neuze ’ta mut ec’h out, ha mut e chomi, kaer em bo troidellañ en-dro dit ?... Mat, kae da