Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/71

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
71
AN DAKENN DOUR


KATO

Ya, ha ma c’hoanta skeiñ ?


AR BAOUREZ

Biken ne raio, va merc’hig, ma heuilhit va gourc’hemennoù... (Kato a gemer leun he genou a zour).


KATO (o skopañ an dour-se)

Fidamdoula, diaes eo mirout kement-se a zour em genou !... Lonket em eus ur bannac’h... n’eo ket fall, evit dour sorset... (Klevout a c’heller Gwilho o c’hwitcllat). Tavit, me ’gav din eo erru va den... Deomp d’al liorzh... Ret mat eo din ’n em gustumiñ. Neuze ’ta, arabat eo lonkañ an dour a-raok ma... (Mont a reont kuit dre an nor dehou. Dont a ra Gwilho e-barzh, en ur dorchañ e vourennoù hag e varv).


DIVIZ V


GWILHO


GWILHO

Feiz ! n’em eus ket da glemm !... Gaou a lavare, rak kavet em eus ’barzh ar ganastell un tamm brav eus ar blaisenn... Hag en tu-hont da se, ankounac’haet he doa alc’houeziñ ar pres, ha va dorn a zo kouezhet war an dousenn krampouezh-gwinizh, kuzhet ganti ’drek al liñselioù...

Paket em eus anezho betek an disterañ... Ha ma c’houlenn diganin : Pelec’h emañ ar c’hrampouezh ? Aet int gant ar c’hazh, emezon. Grik !... na lavarit ket dezhi, hañ ?... E-barzh korn ar pres, em eus ivez kavet ur voutailhad hini-dous graet gant ili-dant... hag am eus, evel just, gwintet ar voutailh... Flip ha flap, leizh va c’horzailhenn !... O Sant Erwan ! hen-