Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
73
AN DAKENN DOUR


gac’hat ’ta !... (fuloret-meurbet, ez a er-maez a gammedou bras).


KATO (goude bezañ tufet he genaouad dour)

O pebezh burzhud a zo c’hoarvezet !... Gwir e lavare ar wrac’h-se, raktal ’vel ma eo aet an dour sorset em genou ec’h eo torret da Wilho ! Pegen brav ivez ’ta e komze ouzhin, gant pebezh karantez e troe hag e tidroe en-dro din !... Ya, ret eo krediñ ec’h eo gwall greñv ha gwall c’halloudek an dour- mañ !... Betek dont da bokat d’in ! Ac’hañ ! ne oa ken e benn gant taolioù troad skourjez !... Arabat e vo din fotañ an dour burzhudus-mañ rak a dra sur, nag evit aour nag evit arc’hant ne vez kavet kement- all da brenañ e ti an apotiker e Landreger... Arsa, ankouaet em eus goulenn digant an hini gozh pegement e tlean dezhi... Moarvat e kousto din pikez ! (mont a ra betek an nor gleiz). Deuit amañ ’ta, va moereb kozh !... (dont a ra tre ar baourez).


DIVIZ VII


KATO, AR BAOUREZ


AR BAOUREZ

’C’hanta, va merc’hig, penaos emañ ar bed gant ho kwaz ?


KATO

Doue ra vo meulet !... Yac’haet hoc’h eus anezhañ, yac’haet, ya, an taol kentañ, gant ho tour sorset !... Bennozh Doue deoc’h !... Ha pegement e tlean deoc’h ?...


AR BAOUREZ

Petra a rofec’h din ?... Nebeut a dra : un tamm