Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/53

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
53
E-TAL AR POULL


me a garfe e vefec’h marv, ma vo peoc’h diouzhoc’h pelloc’h.


DIVIZ IV


JAKETA, JALM, JABEL


JAKETA (eus an ti)

Petra ’zo ? Petra a zo a nevez adarre ’ta ?

JALM

Piv a zeu ?

JAKETA

Klevet em eus va gervel hag on deuet da welout petra ’oa.

JALM

An traoù a ya mat a-walc’h peogwir eo marv va gwreg, ar pezh m’edon o c’hedal pell a oa. Bremañ e vo peoc’h da vihanañ.

JAKETA

Lazhet hoc’h eus va merc’h ? Torfedour !

JALM (ken sioul ha tra)

Nann ! en em veuzet eo o kouezhañ war he fenn er poull.

JAKETA

O ! pezh divergont ’zo ac’hanout ? Petra ’c’h eus graet ?

JALM

Ra ’z aio hec’h ene gant an Aotrou Doue ha ra zeuio an diaoul da derriñ he fenn outi gant e zent.

JAKETA

O ! va Doue, va merc’h paour a zo marv !