Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/54

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
54
E-TAL AR POULL


JALM

Diskregiñ he deus graet diouzh al liñsel edomp o weskel hag eo kouezhet war c’hwen he c’hroc’hen er poull.

JABEL

O ! va mamm, emaon marv, ma n’am zennit ket raktal ac’han.

JAKETA

Jalm, roit din an dorn ’ta, d’he zennañ er maez.

JALM

N’emañ ket war va faper.

JAKETA

N’hoc’h eus ket a vezh.

JABEL

Grit dillo ’ta.

JAKETA

Pebezh gwaz digalon ! he lezel a ray da vervel er poull dour-se.

JALM

Ma n’eus nemedon me d’he zennañ alese e chomo e-barzh, rak ne fell ket din mont da vevel ganti.

JABEL

Va sikourit en an’ Doue.

JALM

N’emañ ket war va faper.

Kaer am eus klask n’her c’havan ket e nep lec’h.

JAKETA

Asa ! asa ! Jalm, ro peoc’h en an’ Doue, gant ar