E pelec’h emañ va mamm da vihanañ ? Va mamm ?
Skubañ an ti.
It da lavarout d’an Aotrou Person dont d’am nouiñ.
Lennet em eus va faper tu ha tu hag eus an eil penn d’egile, ha n’eo ket merket e nep lec’h em befe ezhomm da ober ar pezh a c’houlennit aze.
Perak neuze n’hoc’h eus ket her merket ?
Perak hoc’h-unan n’hoc’h eus ket hel lavaret ? En em sachit alese evel ma karot ; n’eo ket me eo am eus ho taolet er poull, met n’eo ket me kennebeut eo an hini ho tenno er-maez.
Sellit da welout ha n’eus ket unan bennak o tont war an hent madelezhusoc’h egedoc’h ?
An dra-se kennebeut n’emañ ket war va faper.
Roit din ho torn, ’ta, en an’ Doue, va mignon, rak n’on ket gouest da sevel ac’han va unan pa lavaran deoc’h.
Va mignon, me ? Ya ho kwashañ enebour. Evidon-