Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
51
E-TAL AR POULL
JABEL
O ! piv am zenno ac’han da vihanañ ? Nemet an Ankou her grafe !
(Jalm a lenn e baper.)
JALM
Lakaat an toaz e go ; gwalc’hiñ ; tamouezat ; ribotat ; ober ar c’houez.
JABEL
Skornañ a ra va izili. Ma n’am zennit ket ac’han emaon marv a-raok nemeur amañ.
JALM (o lenn)
Mont ahont ha dont amañ ; redek a-gleiz hag a-zehou.
JABEL
O ! ne welin ket an noz.
JALM
Terriñ an toaz, ober tan er forn,
JABEL
Astennit ho torn din ’ta ; darev on da vervel.
JALM
Ober ar gweleoù kerkent ha goulou deiz.
JABEL
C’hwi ’gav deoc’h moarvat eo ur brav bezañ amañ !
JALM
Lakaat ar pod war an tan.