Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
43
E-TAL AR POULL
JAKETA
Mat, en aon n’o ankounac’hafec’h, gwellañ hoc’h eus da ober eo o skrivañ war baper hag ober ur rollad anezho a gasot ganeoc’h dre ma ’z eot.
JALM
En taol-mañ, a gav din, hoc’h eus komzet mat ha mont a ran da ober, diouzhtu, evel ma livirit.
JABEL (o reiñ he urzhioù)
Ha gant a rit, skrivit sklaer ho paper, ma vo aes da lenn. Lakit da gentañ e sentot ouzhin atav, ha war ar ger, hag hep enebiñ morse.
JALM
Satordallik ! Ha ma c’houlennfec’h ouzhin ober traoù diskiant ?
JABEL
Peoc’h, a lavaran. Skrivit e savot bemdez da gentañ da ober labour.
JALM (o teurel e bluenn war an daol)
A ! mil gutez, ne skrivin ket an dra-se, avat. Me ? Sevel da gentañ ?
JABEL
Da aozañ lein.
JALM
Da aozañ lein ? E pelec’h hoc’h eus gwelet ar c’hiz-se ?
JABEL
Pe emañ e lec’h all, pe n’emañ ket, evit amañ e vo, rak me ’fell din.
{Jalm a venn chom hep skrivañ).