Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/42

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
42
E-TAL AR POULL


JALM

Dizale ’ta, n’em bo urzh da lavarout ger ebet ken ganeoc’h-c’hwi, nag en ti, nag er maez ! Petra ’zo a-nevez adarre ’ta ?

JABEL

E vije gwelloc’h deoc’h en em lakaat da labourat eget chom d’en em glemm dre aze, ha d’hor strobañ, evel ma rit. C’hwi ’gav deoc’h e vo gallet kaout bara da zebriñ o chom da vantriñ, en doare-se ?

JAKETA

Ac’hanta, morjin, dont a rit ennoc’h hoc’h-unan, pelloc’h ? Ar gwaz a dle sentiñ ouzh e wreg. Taolit evezh, Jalm, n’ho pefe fest ar vazh, a-raok an noz, ma n’her grit ket !

JALM

N’eo ket taolioù teod hepken, ’ta, eo a bakin, ’m eus aon ; taolioù bazh am bo ivez, war ar marc’had. O ! met gwelet e vo graet.

JAKETA

Sell ’ta ! Sell ’ta ! ha n’eo ket dleet, marteze ? Daoust ha n’eo ket un dra vat e teufe ar vaouez, — pa vez ezhomm, — da gastizañ un tamm he gwaz, evit degas gwellaenn ennañ.

N’eo ket dre gas, met dre garantez outañ eo e ra an dra-se, p’her gra. Ar pezh a c’hourc’hemenn ho maouez a rankit da ober, Jalm, a se n’eus ket da dortañ.

JALM

Ya ! Ya ! va mamm, hen ober a-walc’h a rafen, marteze, met re, en holl, a c’hourc’hemennoù a ra din evel-se.