Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/41

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


E-TAL AR POULL
————

An traoù a dremen e-kichen un ti war ar maez e-tal ur poull.

DIVIZ I


JALM


JALM (e-unan)

Ma n’eo ket un druez. Nann, n’on ket evit chom ken en ti d’o selaou ; bouzaret on ganto ; dont a rankan er-maez. Ret eo ma vije bet an diaoul e-unan oc’h ober ar jubenn p’on deut amañ da vab-kaer. An ti-mañ a zo un ifern nevez ; ne vez ennañ bemdez nemet youc’herezh ha mallozhioù, tan ha kurun ; ne glevan ken e-doug an deiz, pe gant va mamm-gaer, pe gant va gwreg nemet : « Jalm, en tu-mañ, Jalm, en tu-hont, — n’ac’h eus ket graet an dra-mañ ? N’ac’h eus ket graet an dra-hont ? »

Pa vez unan o youc’hal, e vez eben o frañvak : pa vez unan o vallozhiñ, e vez eben o skeiñ. Heñveloc’h int ouzh div ziaoulez eget ouzh div vaouez.

A! ba ! un torr-penn. Kaer em bevez klask tremen diouto e vezan braeet ganto.

O ! met n’on ket evit padout ken hag en un doare pe zoare e rankan dont a-benn anezho, rak an dra-mañ n’eo ket buhezioù eo. Mestr e vin em zi, hag e vin, pe n’eo ket pemp biz eo a zo ouzh va dorn.


DIVIZ II


JALM, JABEL ha JAKETA


JABEL

Petra ? Peoc’h a root ?