Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
44
E-TAL AR POULL
JAKETA
Skrivit ’ta dillo !
JABEL
Ac’hanta ? Petra ’c’hedit ?
JALM
O skrivañ va ger kentañ emaon c’hoazh kement a bres hag a drouz a zo ganeoc’h.
JAKETA
En noz, ma tihun an hini bihan evel ma tegouezh alies, e rankot sevel, diouzhtu krenn, d’hel luskat ha ma leñv, her c’hemerot war ho tivrec’h hag e reot tro ar gambr gantañ, en ur ganañ, ha goude ma vije hanternoz.
JALM
N’em bo ket kalz a blijadur oc’h ober an dra-se.
JABEL
Estreget ar pezh a vez plijadur oc’h ober a ranker da ober. Skrivit hen eta !
JALM
Leun-tenn eo va faper. E pelec’h a gav deoc’h e skrivfen ken ?
JABEL
Grit dillo pe e tapot ar wialenn.
JALM {ken habask ha tra)
Mat neuze ’ta e rankan skrivañ en tu all.
JAKETA
Goude-se e rankot tamouezat, lakaat an toaz e go, ober tan er forn.