ar Baradoz hag an eürusted peurbadus. Da galon a
c’hell teneraat. Daeroù a c’hellez c’hoazh skuilhañ,
daeroù war da dorfedoù euzhus, war da bec’hedoù
hudur, o deus breinet ha kontammet da ene ! Divent,
Fostus, eo trugarez Hor Salver, an hini a ro e gig
hag e wad da saveteiñ an holl bec’herion.
Pelec’h emaout, Fostus ? Ha petra ac’h eus graet ? Daonet out, Fostus, daonet ! Dizesper ha marv ! An Ifern a c’houlenn e breizh ha gant mouezh ar gurun e lavar dit : « Deus, Fostus, echu eo ! » Ya, echu e vo bremaik.
Mefistofelez a ro dezhañ ur gontell.
Gortoz, Fostus, gortoz, a-raok en em lazhañ ! Gwelout a ran un ael a-zioc’h da benn, gantañ ul lestr karget a c’hras prizius, ha darev d’he silañ e-barzh da galon. Goulenn truez eta. Kas kuit an dizesper.
Va mignon, da gomzoù a ra vad d’am ene kaezh. Lez ac’hanon da soñjal ur pennadig c’hoazh em pec’hedoù.
Mont a ran, Fostus, mont a ran glac’haret. Diskaret out, siwazh, kaset da get gant an dizesper.
An den kozh a ya kuit.
Pelec’h emañ an druez ? Keuz am eus d’am pec’hed. Hag aet eo pep spi diouzhin koulskoude.