diwar-benn ar merc’hed, deut eo da soñj dimp
penaos an hini goantañ anezho holl, war a lavarer,
e oa Helena ar C’hresianez. Ho pet ar vadelezh eta,
Aotrou Doktor, da ziskouez dimp an itron gaer-se.
Ho trugarekaat a rafemp kalz.
Aotrounez, o vezañ ma karan ac’hanoc’h ha m’on boas atav da ober plijadur d’am mignoned, e tiskouezin deoc’h an itron dispar-se, evel end-eeun ma edo e bleun he yaouankiz.
Skeudenn Helena en em ziskouez.
Ne gavan ket a c’herioù da veuliñ he c’hened.
N’eo ket souezh e chomas ar C’hresianed dek vloaz oc’h ober brezel eviti.
Ha bremañ m’hon eus gwelet gant hon daoulagad ur burzhud, dereat e vefe mont kuit. Bennozh Doue deoc’h, aotrou. Gloar hag enor deoc’h da virviken.
Kenavo, aotrounez. Ha deuit en-dro dizale.
Ar studierion a ya kuit. An den kozh a zeu tre.
Doktor Fostus, Doktor Fostus, o ma c’hellfen distreiñ ac’hanout diwar an hent fall ac’h eus dibabet ! Amzer ac’h eus c’hoazh da sellout ouzh