Evit ober goap din, paotr, e lakaan ac’hanout da vont e korf ur marmouz. Ha te, paotr (da Jakez), e korf ur c’hi.
Robin ha Jakez a dec’h spontet diouzh un
tu, ha Beizebub a ya kuit diouzh an tu all.
Krediñ a rafen n’eo ket an diaouled ken fall ha ma lavarer, pa c’hellont resteurel o zraoù d’an dud onest, ha kastizañ al laeron !
Pa sav ar ouel, emañ Vakner e-unan e-kreiz kambr-studi Fostus.
Me ’gav din emañ va mestr o vont da vervel hep dale, rak roet en deus din e holl vadoù. Ha koulskoude, ma vefe ken tost d’ar marv, ne vefe ket atav oc’h evañ, o festañ hag o ribodal e-touez ar studierion, evel m’emañ oc’h ober d’an eur-mañ end-eeun. Souezhet on gantañ. War washaat ez a bemdez. Sell ! Amañ ’maint o tont. Moarvat eo echu ar banvez !
Mont a ra kuit, ha Fostus a zeu tre, gantañ
daou studier ha Mefistofelez.
Aotrou Doktor Fostus, peogwir e oamp o kaozeal