Mont d’an endalc’had

Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/111

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


levr.) « Sanciobolurum Periphrasticon... » Gortozit aotrou tavarnour. (O lenn.) « Polypragmos Belseboram framanto pacostiphos tostu... Belzebub ! »

Belzebub a zeu tre hag a zistag taolioù
bazh gant an tri.
Redek a reont saouzanet a bep tu. Belzebub
a ya kuit.

AN TAVARNOUR

O nomine Domini ! Petra ac’h eus graet, Robin ? Pardonit ac’hanon, paotred ! Bremañ e welan mat n’eo ket c’hwi hoc’h eus laeret va gobeled .

JAKEZ

Peccatum peccatorum ! Amañ emañ ho kobeled, tavarnour. (O reiñ ar c’hobeled dezhañ.)

ROBIN

Misericordia pro nobis ! Petra ’rin bremañ ? Aotrou an Diaoul, ho pet truez ouzhin, ha ne laerin mui biken hini ebet eus ho levrioù.

Belzebub a zeu tre adarre.

BELZEBUB

Me, hag a wel bemdez roueed hag impalaerion o stouiñ dirazon, lavarout em eus ranket dont, galvet gant seurt lamponed ! Deut on amañ war an avel eus Konstantinopl, netra nemet da gaout tri c’hanfard lous !

ROBIN

Biskoazh kemend-all ! Eus Konstantinopl ! Naon hoc’h eus, emichañs ! Bez’ e c’hellit koaniañ e tavarn an aotrou-mañ evit c’hwezek real.