Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
110
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
AN TAVARNOUR
Hag a rin.
Furchal a ra Robin.
ROBIN
Petra ’lavarit bremañ ?
AN TAVARNOUR
Me ’garfe lavarout ur ger d’ar paotr-mañ ivez.
An tavarnour a ya war-du Jakez, hag a
ro ar c’hobeled da Robin hep bezañ gwelet.
JAKEZ
Ma, aotrou, furchit kement ha ma kirit ! (An tavarnour a furch anezhañ). Gwelout a rit ? N’hoc’h eus ket mezh da damall tud onest, hag a varvfe kentoc’h eget ober ul laeroñsi !
AN TAVARNOUR
Emañ va gobeled gant unan ac’hanoc’h.
ROBIN
Hailhon ma ’z oc’h ! Me a zesko deoc’h livañ gevier. Ma a zesko deoc’h. (O kregiñ ennañ dre e zivskoaz hag ouzh e lakaat da dreiñ). Troit ho kein, pe... (O reiñ ar c’hobeled da Jakez)..... en anv Belzebub !
AN TAVARNOUR (oc’h en em zifrietañ)
Alo, alo, petra ’fell dit, lakepod ?
ROBIN
Bremaik e welot petra ’fell din. (O lenn en e