Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/109

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
109
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


ROBIN

Anaout a rez Jaketa, da hini gozh, ha n’he deus mui ezhomm ac’hanout ? Ma ! Gant al levr-mañ, mar karez, e viot dimezet warc’hoazh.

JAKEZ

O, Robin, va mignon ! Neuze on kontant da reiñ d’an diaoul bara-kerc’h da zebriñ bemdez betek e varv.

ROBIN

Met, Jakez, un dra a rankez da ober evidon ivez. (O tennañ ur c’hobeled arc’hant eus brennid e borpant). Me ’m eus laeret ar c’hobeled-mañ en davarn bremaik. Dalc’h anezhi betek ma c’houlennin.

JAKEZ (o kuzhat ar c’hobeled en e chupenn).

Met, Robin, amañ ’mañ an tavarnour o tont warnomp !

ROBIN

Bez dinec’h ! Me ’ouezo penaos mont dezhañ gant va levr !

An tavarnour a zeu tre.

Demat, aotrou tavarnour. Paeet oc’h bet, a gredan, ha paeet mat. Deus, Jakez.

AN TAVARNOUR

Deport, va faotr. Arabat mont kuit ken buan. Moarvat ec’h eus gwelet ur c’hobeled arc’hant hag a oa em zi n’eus ket pell.

ROBIN

Ur c’hobeled arc’hant ? Jakez, te ac’h eus gwelet ur c’hobeled arc’hant ? Ma, aotrou tavarnour, ma kav deoc’h eo me al laer, e c’hellit furchal ac’hanon.