Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
108
FOSTUS AN DOKTOR DAONET
div eur ! Kaset on gant hor mestr da lavarout dit
dont d’e gaout diouzhtu, rak labour a zo d’ober.
Hast afo ma karez. Droug bras a zo ennañ.
ROBIN
Lavar d’ar mestr mont da sutal, pe me ivez a gavo labour dezhañ da ober hep dale. Ha te, diwall! Na zeu ket re dost ! Amañ ’z eus ganin peadra da lakaat ac’hanout da vlejal.
JAKEZ
Petra ’rez gant al levr-se ? Te ’oar lenn ?
ROBIN
Me ’oar lenn a-walc’h da vont pinvidikoc’h eget hor mestr pa blijo din, Jakez.
JAKEZ
Peseurt levr eo hennezh ?
ROBIN
Spontusañ levr a zo bet graet biskoaz e traoñ an Ifern !
JAKEZ
Gant al levr-se e c’hellez gervel an diaouled ?
ROBIN
Ya, hag ober a bep seurt traoù all ouzhpenn. Mar karan e c’hellan mezviañ ac’hanout gant gwin-ardant e ne vern pe davarn eus ar vro.
JAKEZ
An dra-se a c’hellan ober va-unan.