Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/107

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


te hag ac’h eus kollet va ene paour ! Siwazh ! Re ziwezhat eo ! Re ziwezhat !

An Ael Mat hag an Drougael en em
ziskouez adarre.

AN DROUGAEL

Re ziwezhat !

AN AEL MAT

Morse n’eo re ziwezhat.

AN DROUGAEL

Distro da Zoue, ha drailhet e vi e tammoù gant an diaouled.

AN AEL MAT

Distro da Zoue, ha ne c’hellint netra a-enep dit.

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Jezuz-Krist, va Salver, ha saveteiñ a ri ac’hanon ?


SEIZHVET TAOLENN

Da vezañ c’hoariet dirak ar ouel.

ROBIN (o tont tre, ur pikol levr gantañ dindan e gazel).

O, o, o ! Un taol kaer am eus graet. Laeret em eus unan eus levrioù an Doktor Fostus, hag e c’hellin gantañ ober traoù burzhudus. Bremaik e vo gwelet. Meur a unan ’zo er barrez ha na oar ket petra ’zo e gortoz evitañ !

Jakez a zeu tre.

JAKEZ

He, Robin ! Me ’zo bet o klask ac’hanout e-pad