Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/106

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
106
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


out, Fostus ! » Ha dirak va daoulagad e welan kontilli, klezeier, fuzuilhoù, lakaet aze evidon d’en em lazhañ. Ha gwir, en em lazhañ pell ’zo am bije dleet !... Ha padal, perak en em lazhfen ? Perak e sankfen evel un digalon en dizesper ? Ar pezh a zo graet a zo graet. Fostus, arabat dit plegañ ! Bras eo an douar, ha meur a dra ’zo c’hoazh na anavezez ket. Deus, Mefistofelez, va mignon. Respont din, evel m’ec’h eus respontet ken alies : piv en deus graet ar bed ?

MEFISTOFELEZ

Piv ?

FOSTUS

Ya, Mefistofelez, lavar din.

MEFISTOFELEZ

Tevel a rankan.

FOSTUS

Penaos, ne responti ket ! Ret eo dit respont ! Ha n’out ket va mevel, va sklav, a dle ober kement tra a blij din ?

MEFISTOFELEZ

Eo, kement tra ha n’eo ket a-enep hor rouantelezh. Soñj en Ifern, Fostus, rak daonet out !

FOSTUS

Fostus, soñj e Doue, a grouas ar bed !

MEFISTOFELEZ

Lavaret em eus !

Mont a ra kuit.

FOSTUS

Ya, kae kuit, diaoul fallakr, d’az Ifern milliget,