An Ifern hag ar Barados a stourm em bruched ! Da
bellaat ar marv, petra ne rafen ket !
Trubard ! Din-me eo da ene ! Disentet ec’h eus ouzh va mestr Lusifer. Lavar ur ger muioc’h, ha drailhañ a ran da gorf.
Klev, Mefistofelez. Plegañ a ran. Goulenn a ran pardon ouzhit hag ouzh da vestr. Ma ne gredez ket, prest on da sinañ gant va gwad adarre al lizher am eus graet gwechall.
Gra neuze, ha buan, gant aon na c’hoarvezfe c’hoazh gwashoc’h ganit.
Hag ouzhpenn, da bediñ a ran da gastizañ an den kozh-se, en deus kredet dont betek amañ d’am c’huzuliañ fall.
Bras eo e feiz. N’hellan netra a-enep e ene. Met pezh a c’hellin ouzh e gorf a rin sur mat.
Un dra all, va mevel karet, a c’houlennin diganit. An Helena-se, am eus damwelet bremaik, me a garfe he c’haout em c’hichen, ma c’hellin ankounac’haat gweIIoc’h va stad, ma vo aesoc’h din chom feal da Lusifer.