Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/105

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
105
FOSTUS AN DOKTOR DAONET


n’eo ket ken kaer hag an disterañ eus an dud a vev war an douar.

FOSTUS

Penaos eta ?

MEFISTOFELEZ

Daoust ha ne voe ket graet ar Baradoz evit an den ? An den neuze a zo gwelloc’h egetañ.

FOSTUS

Mar boe graet evit an den, e voe graet evidon ! A, siwazh din, bremaik em bo keuz !

An Ael Mat hag an Drougael en em ziskouez.

AN AEL MAT

Ya, dit da gaout keuz, Fostus, Doue en devo truez ouzhit.

AN DROUGAEL

Kollet out, Fostus. Doue n’en devo ket truez.

FOSTUS

Piv a hiboud e pleg va skouarn ez on kollet ? Ha pa vefen dek gwech gwashoc’h, Doue a c’hellfe c’hoazh trueziñ ouzhin, m’em befe keuz.

AN DROUGAEL

Gwir eo, met n’ez pezo keuz biken.

An Aelez a steuz.

FOSTUS

Ken kalet eo deut va c’ha!on, ma n’hellan mui kaout morc’hed ! A-vec’h ma c’hellan distagañ ar geriou-mañ : feiz, silvidigezh, baradoz. Dalc’hmat emañ o strakal evel ar gurun e-barzh va fenn : « Daonet