Pajenn:Pemp pezh-c’hoari berr.djvu/104

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
EIL LODENN
————
C’HWEC’HVET TAOLENN

Ar ouel o sevel a ziskouez kambr-studi Fostus. Emañ Fostus ha Mefistofelez o paouez dont e-barzh, gwisket e-giz beajourion.

FOSTUS

Tost pevar bloaz warn-ugent ! Hag e teuan en-dro d’ar gêr ! (O sellout tro-war-dro). Chomet eo pep tra evei gwechall ! Evel na vije bet netra e-pad an holl amzer-se ! Pevar bloaz warn-ugent o redek ar bed, eus broioù skornet an hanternoz betek broioù an hañv peurbadus ! Pevar bloaz war-ugent ! Nag a dud am eus gwelet, ha me deut-mat hag enoret e pep lec’h ! Kement plijadur a c’hell mab-den tañva am eus tañvaet ! Gwalc’het eo bet va holl c’hoantegezhioù ! Renet em eus, karet em eus, hag ar pep c’hwekañ holl, anavezet em eus ! Penaos neuze, n’on ket bet eürus ? Penaos e fell din neuze atav kaout muioc’h, evel unan a glask beuziñ er gwin e c’hlac’har, hag a rank evañ, evañ, evañ bepred ! (O treiñ etrezek Mefistofelez). Pa sellan ouzh an oabl, keuz am eus d’ar pezh am eus graet. Da villigañ a ran neuze, Mefistofelez. Rak o reiñ din kement levenez a zo er bed, laeret ec’h eus diganin al levenez hep par !

MEFISTOFELEZ

Hag e kav dit, Fostus, eo ken brav-se levenez ar Baradoz ? Kred ac’hanon, n’eo ket ken kaer ha te,