Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/98

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

seul gaeroc’h he c’havont. Ne oufemp ket niveri ar re o deuz, e peb amzer, great, dre ho guiziegez, gloar hag henor al lezenn gristen. Henvel eo eta ouz ar c’hreunen sezo.

Evit kelenn ar re ne vent ket boazet dioc’h labouriou ha gounidegez ann douar setu eunn eil parabolenn. Henvel eo c’hoaz rouantelez ann env ouz ar goell a ra d’ann toaz gôi. Pa velit, evit ar vech kenta, lakaat eur meudadik goell e mesk eur bern bleud, buhan aoualc’h e kredfec’h emaor o koll amzer. Ober a ra koulzgoude d’ann toaz holl c’hoeza ha kemeret blaz vad ; e peb leac’h ha bemdez e kavimp testeni a gement-ze.

Kenteliou Hor Zalver o veza ive ken disterik, evit eur guel, ne grede ket ann dud e c’heljent biken chench doare ar bed oc’h ober kristenien ha sent euz ar re a ioa ken douget da bep fallagriez. Mad, c’hoarvezet eo ar burzud-ze, hag enn deiz hirio, all lezenn gristen a zo