Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —
anavezet hag heuliet e pep korn euz ann douar. Dirak merkou ker sklear euz holl-c’halloud hag holl furnez ann Aotrou Doue, piou en defe c’hoaz difizianz euz komzou ann Aviel ? Evidomp-ni, greomp bepred digemer vad d’ezho enn hor c’haloun. Evel-se-bezet-great.
SUL AR SEPTUAJESIM
(Sant Vaze, Chab. xx.)
————
Enn deiz-ze Jezuz a gomsaz ouz he ziskibien dre ar barabolenn-ma : Henvel eo rouantelez ann env ouz eunn tad a famill a ieaz mintin mad da glask tud evit labourat he vinien. O veza great priz gantho, eunn diner evit ho dervez, ho c’hasaz d’he vinien. Teir heur goude ez eaz adarre hag o velet re-all dibreder-kaer var ann dachenn e lavaraz d’ezho : It ive c’hui d’am guinien, ha