Mont d’an endalc’had

Pajenn:Nikolas - Kenteliou euz ann Aviel.djvu/97

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 88 —

a ra e karg daouzek den a ioa eur c’halz anezho pesketourien heb deskadurez. Souez eo e teufe meur a hini d’ober goab euz ar re-ma ha da lavaret eo eur follentez embann traou evel-se ? Mad, petra bennag a vezo great enn ho eneb, ann ebestel a gendalc’h da brezeg, hag ar c’hreunennik hadet gantho a zeu da veza eur vezenn gaer, hirr aoualc’h he brankou evit tizout ar penn pella euz ann douar. Ia, c’hoarvezet eo ar pez a lavare ar Roue Prophet : In omnem terram exivit sonus eorum, etc., Ho mouez a zo eat dre bevar c’horn ar bed. Mes, evit d’ar vezenn beza ledan aleiz da zisheolia ann holl, laboused ann env, da c’houzout eo ar sperejou braz, ne vijent ket diskennet var he skourrou paneved m’eo savet huel. Hogen, koulz hag ann dud dister a gave gras kaout skoazel ann Iliz santel, ann doktoret brudeta a zo deuet ive d’en em harpa gant fizianz var he c’henteliou, ha seul mac’h anavezont ar gelennadurez-ze