dreizho ho-unan. Eun doare-ze ar virionez a ia buhanoc’h er spered hag a jomm guelloc’h skrivet ennhan. Setu perak, pa c’hoantea kelenn ann dud, Hor Zalver a glaske peurvuia eunn henveledigez bennag enn ho labouriou pe e kement a dremene enn dro d’ezho.
Enn Aviel hirio e kavomp diou barabolenn lakeat, ann eil hag eben, evit diskuez d’eomp ar feiz oc’h en em astenn dre bevar c’horn ar bed, hag oc’h ober ennhan eur jenchamant souezuz. Al lezenn gristenn, eleal, eo a zesk d’eomp anaout evit hor mestr hag hon Aotrou, ann Doue Holl-c’halloudeg a zeu neuze, e guirionez, da veza roue hor c’haloun hag hor spered. Hogen, ar rouantelez-ze, eme Jezuz, a zo henvel ouz eur c’hreunen sezo, n’euz ket etouez ann holl hadou eun all ker bihan hag hi.
Ann hini, o vont da lakaat ann hadennik-ze enn he liorz, a lavarfe d’ehoc’h e sonj kaout eno eur blantenn gaer, hennez